Halmstad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Halmstad

Halmstad (distaget [ˈhalmsta] e svedeg) zo ur gêr hag ur porzh e mervent Sveden, en aber ar stêr Nissan. E proviñs Halland emañ ha kêr-benn kontelezh Halland eo. E 2012 e oa 62 797 a dud o chom e kêr, hag ouzhpenn 90 000 a oa e Kumun Halmstad. An ugentvet kêr vrasañ eo e Sveden hag emañ hanter-hent etre div gêr vras all, Göteborg ha Malmö.