Mont d’an endalc’had

Haflinger

Eus Wikipedia
Kazeg Haflinger gant hec'h ebeul.

An Haflinger, anvezet evel "Avelignese" en Italia, a zo ur marc'h bihan eus ar menezioù, hanter-hent etre ur marc'h-tenn hag ur marc'h dindan dibr. A orin eus menezioù Tirol eo, ur vro istorel rannet etre Italia hag Aostria hiziv. E vlevad a zo alezan gant ur moue melen sklaer tost gwenn. E valeoù a zo aes met gant nerzh memestra. Ur marc'h mistr eo ha kigennek.