Mont d’an endalc’had

Hackesche Höfe

Eus Wikipedia

Hackesche Höfe a zo un hollad eizh porzh diabarzh e Berlin. Pep porzh en deus ur perzh disheñvel : enno e kaver burevioù koulz ha ranndioù, stalioù dilhad, ur stal levrioù, pretiez, un sinema, meur a ziskouezva. A-fet savouriezh ez eo ur savadur doare Jugendstil, ar steñv a zo bet treset gant August Endel. Er porzh kentañ e weler un talbenn warnañ karrezioù gwerniset liesliv. Ar sevel a grogas e 1906, diazezet e voe war un disparti resis etre tiez-annez, artizanelezh, kenwerzh ha sevenadur, ar pezh a laka ar savadur da vezañ disheñvel diouzh porzioù an XIXvet kantved. Hackesche Höfe a zo bet dreset etre 1994 ha 1996. Abaoe 2002 int stag ouzh Rosenhöfe.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.