Mont d’an endalc’had

Habitancum

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Habitancum

Habitancum a oa ur c'hreñvlec'h roman e Risingham, Northumberland, Bro-Saoz. Bez' e oa unan eus anr stignadoù gwareziñ hag a voe savet a-hed Dere Street, an hent roman hag a oa etre York ha Corbridge ha betek Melrose.

Habitancum.

Habitanci a lenner war un aoter bet savet gant Marcus Gavius Secundinus, anezhañ ul legad koñsulel hag a oa diouzh tro eno. N'eus meneg ebet eus al lec'h e mammennoù all evel an Notitia Dignitatum.

  • Rivet & Smith, p. 371-72 :
RIB 1225 (enskrivadur) war un aoter : "... HABITANCI PRIMA STAT(IONE"
RIB 1235 : " ... EXPL(ORATORES HABITANCENSES)
  • Ravenna 10747 : EVIDENSCA, met ul lec'h all eo hep mar, pa ne c'hall ket Habitancum bezañ distummet betek Evidensca.

Diaes eo termeniñ talvoudegezh Habitancum : - cognonem Avitus, kavet skrivet ivez Abitus, Avithus, Avittus, Habitus ; - ancum : gwelout *-aco, *-acum = da ziskouez an hini hag a zo ar perc'henn. --------------

Risingham
  • Eilert Ekwall, A.D. Mills : Familh ha tud da heul an hini anvet Risa.

Robin of Rinsingham

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Habitancum eoa bet savet ur maen-somm bras hag a ziskoueze en izelvos an doue roman-ha-brezhon Sylvanus Coccidius. En XVIIvet kantved avat, perc'henn al lec'h a voe ker brouzet ouzh an niver a dud a zeue da welet ar maen m'en e zistrujas evit ober postoù evit ur gloued. Garoù ar maen-sonn orin eo ar pezh nemetañ zo chomet.
E 1983, ar Redesdale Society a lakaas staliañ un eildaur hanter-vent eus ar maen orin.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.
  • A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Edition 1982.
  • A.D Mills : Oxford Dictionary of Brirish Place-Names. Oxford University Press. 1981 - 2003.