Mont d’an endalc’had

Hekatonc'hired

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Gyges (mitologiezh))
Briareos, an Hekatonc'hir, evel arouez al Labour gant e vrec'hioù a-enep ar C'hapital.

An Hekatonc'hired (henc'hresianeg : Ἑκατόγχειρες Hekatónkheires) zo anezho tri gigant spontus e mojennoù Hellaz kozh. Mibien int da Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar).

Anvet int:

  • Kottos Κόττος
  • Gyges Γύγης (pe Gyes)
  • Briareos Βριάρεως (pe Aigaion Αιγαίων (latinekaet en Ægæon)).

Kant brec'h o deus ha hanter-kant penn hag a daol tan. Breudeur int d'an Ditaned ha d'ar Gikloped. Peurvuiañ e vezont lakaet da zamzoueed ar mor.

Ἐκατόγχειρες / Hekatógkheires, e gregach, « kant dorn dezhe », eus ἐκατόν / hekatón, « kant » ha χείρ / c'heír, « dorn ») pe Centimanes (e latin Centimanūs, « kant dorn dezhañ », eus centēnus, « kant » ha manŭs, « dorn », Centimani el liester, "tud o c'hant dorn").

Taolet e oant bet en Tartaros gant o zad dre m'en doa aon rak o nerzh. Tennet e voent alese gant Kronos, ha sikour a rejont anezhañ da ziskar Ouranos.

Neuze e voent bac'het adarre en Tartaros, ha dieubet e voent gant Zeus, a voe sikouret gante e Brezel an Ditaned. Pa voe trec'het an Ditaned e voent taolet en Tartaros d'o zro, ha piv nemet an Hekatonc'hired a yeas d'o diwall.

War-lec'h e vezont kavet e meur a vojenn ma vez ret dezhe lakaat un tamm urzh en Olympos.