Gwyddno Garanhir
Neuz
Roue Meirionydd ha mab Gwrin Farfdrwch e oa Gwyddno Garanhir. Hervez an hengoun en dije kollet un darn vras eus e rouantelezh, a vije bet beuzet gant ar Meurvor Atlantel. Gwarezet e vije bet ar rannvro-se, Maes Gwyddno hec'h anv, gant ur chaoser. He dorioù a vije bet lezet digor gant ur plac'h, Mererid hec'h anv, ha beuziñ ar vro en dije graet ar mor.
Dimezet e vije bet Gwyddno Garanhir gant ur vaouez, Ystradwen hec'h anv, ha seizh mab en dije bet: Idris, Rhun, Dyfnwal, Eifionydd, Elffin, Sandde hag Edern.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kar-tost eo anv Gwyddno da anv Gouenoù, e Breizh.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e raok: Gwrin Farfdrwch |
Roue Meirionydd ) 540 |
War e lerc'h: Idris Gawr |
Rouaned