Gwinieg traoñienn ar Ron
Gwinieg traoñienn ar Ron zo ur winieg c'hall en daou du d'ar Ron, eus Vienne en norzh betek Avinhon er su, war 1317 kumun en holl[1].
Eil gwinieg Bro-C'hall eo[2],[3] evit ampled produadur gwinoù anvadur orin kontrollet, war-lerc'h gwiniegi Bourdel.
En em ledañ a ra war 6 departamant : Rhône, Loire, Ardecha ha Gard, war ribl dehoù ar Ron, Droma ha Vauclusa war ar ribl kleiz. E rannvroioù Auvergne-Rhône-Alpes, Okitania ha Provence-Alpes-Côte d'Azur emañ an departamantoù-se.
A Norzh da Su eo rannet ar winieg e daou hollad anvadurioù :
- traoñienn ar Ron an hanternoz, eus Vienne betek Livron-sur-Drôme (anvadurioù Côte-rôtie, Condrieu, Saint-joseph, Crozes-hermitage, etc.) ,
- traoñienn ar Ron ar c'hreisteiz, eus Montélimar da Avinhon (anvadurioù Grignan-les-adhémar, Châteauneuf-du-pape, Gigondas, Beaumes-de-venise, Muscat de Beaumes-de-Venise, Vacqueyras, etc.).
Ouzhpenn-se ez eus traoñiennoù adstêrioù ar Ron : hini an Droma hag a ra broig an Diois (anvadurioù Clairette de Die, Crémant de Die, Coteaux-de-die ha Châtillon-en-diois), goude an hini etre ar Ventor ha ribl dehoù ar c'hCalavon (anvadur Ventoux), an hini etre ribl kleiz ar c'hCalavon ha ribl dehoù an Durença-izel, enni torosad al Leberon (anvadur Luberon), hag ul lodenn eus Gard (anvadurioù Costières-de-Nîmes ha Clairette de Bellegarde).