Mont d’an endalc’had

Gwenllian ferch Llywelyn

Eus Wikipedia
Maen-koun Gwenllian e Sempringham, Bro-Saoz.

Gwenllian ferch Llywelyn (12 a viz Mezheven 12827 a viz Mezheven 1337), anavezet ivez evel Gwenllian Kembre a oa bugel nemetañ anavezet ar priñs Llywelyn ap Gruffudd, unan eus diwezhañ rouaned Rouantelezh Gwynedd.
A-wechoù e vez graet droukvesk etrezi ha Gwenllian ferch Gruffudd ap Cynan‎ a veve daou gantved abretoc'h.

Ganet e oa en Abergwyngregyn e-kichen Bangor, e Gwynedd d'an 12 a viz Mezheven 1282 . He mamm Elinor de Montfort a varvas er gwentloù. Un toullad mizioù goude ganedigezh Gwenllian e voe lazhet he zad Llewelyn e-kerzh ur c'hrogad-brezel. Savet e voe gant hec'h eontr Dafydd ap Gruffudd ken na voe tapet gant ar Saozon ha dibennet war urzh ar roue saoz Edward Iañ pa voe peuraloubet Kembre gantañ.
Bugale Llywelyn ha Dafydd ne voent ket lazhet, met bac'het e voe ar baotred ha lakaet ar merc'hed e kouentoù. Gwenllian ne oa ken nemet ur bloaz, a voe lakaet e prioldi sant Gilberzh Sempringham tra ma oa betroet an anv a briñs Gwynedd da vab Edouarzh.

Meur a vojenn romantel zo diwar he fenn, pell diouzh he gwir vuhez er gouent moarvat.

En enor d'ar briñsez eo bet krouet Cymdeithas y Dywysoges Gwenllian (The Princess Gwenllian Society e saozneg) ha savet ur monumant el lec'h ma oa ar gouent e Sempringham. Arouez an dizalc'hted eo Gwenllian e Kembre.