Gwastell ar rouaned
| Iskevrennad eus | gwastell, sweet bread |
|---|---|
| Implij | Gouel ar Rouaned |
| Bro orin | Henroma, Portugal, Spagn, Suis |
| Danvez implijet | toaz |
Gwastell ar rouaned zo ur wastell graet ha debret e meur a vro da vare Gouel ar Rouaned, ur gouel kristen a-orin pagan. Likaet eo bet ar gouel-se bremañ, hag un dro eo gwastell ar rouaned d'en em adkavout etre kerent, mignoned pe kenseurted.
Ur favenn a zo e-barzh, e stumm un dudenn eus kraou Nedeleg pe un dudenn all (tresadenn-vev, film...). An hini a ya ar favenn gantañ a zeu da vezañ ar roue. Gwerzhet e vez gwastilli ar Rouaned gant ur gurunenn e paper a vez lakaet war penn roue pe rouanez an deiz.
E frañjipan e vez graet gwastilli ar Rouaned e Breizh, norzh Bro-C'hall, Luksembourg, Belgia, Suis, Kebek hag Akadia. E Flandrez Belgia e vez graet driekoningentaart anezhi (tartezenn an tri Roue).
E Provañs, Lengadok, Gwaskogn, Spagn, Portugal, Mec'hiko ha Louiziana e vez debret ur stumm all eus gwastell ar rouaned e brioch ha goloet gant sukr hag a-wechoù frouezh koñfizet.
Debret e vez da ouel ar Rouaned a vez lidet d'ar 6 a viz Genver pe d'ar Sul kentañ goude ar 1añ a viz Genver hervez ar broioù, hag en deizioù a-raok ha goude.
-
Ur wastell ar rouaned gant frañjipan.
-
Ur wastell ar rouaned e frañjipan gant he c'hurunenn.