Gwalenn ar c'hein
Gwalenn ar c'hein, pe ar walenn-gein, pe al livenn-gein, pe ar mellkein, eo ar gerioù a reer ganto eus an hollad eskern bihan anvet melloù a zalc'h kein ar mellkeineged. Gwareziñ a ra ar mel-livenn dalc'het e kanol ar mellkein.
Livenn-gein an den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ eo graet livenn-gein an den gant :
- seizh mellenn ar gouzoug, an hini gentañ o vout an Atlas, an eil o vout ar vellenn ahel ;
- daouzek mellenn ar brusk
- pemp mellenn an dargreiz
- an askorn kroazell
- an askorn belost
Ar melloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En den ez eus 32 pe 34 mellenn dre ma 'z eus 5 anezhe kendeuzet en askorn kroazell, hag etre 3 ha 5 en askorn belost. Div lodenn zo en ur vellenn :
Etre div vellenn emañ an disk etre-melloù. |
Plegoù al livenn-gein
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar fleg a vez graet gant al livenn-gein :
- daou bleg war-zu ar brusk pe ar c'hof : pleg ar gouzoug ha pleg an dargreiz ;
- daou bleg war-zu ar c'hein : pleg ar brusk ha pleg al lestr.
Plegoù kentañ a vez graet eus pleg ar brusk ha pleg al lestr, peogwir int stummet er grouell.
Eil plegoù a vez graet eus pleg ar gouzoug ha pleg an dargreiz, abalamour ma tiorroont goude ar c'hanedigezh. Diorren a ra pleg ar gouzoug etre 3 ha 9 mizvezh oad pa c'hell ar babig derc'hel e benn sonn hag azezañ. Pleg an dargreiz a ziorro etre 12 ha 18 miz pa grog ar bugel da gerzhet.