Gwalc'heris

Eus Wikipedia
Gwalc'heris, XXIañ kantved.

Ur gwalc'heris zo ur seurt kibellig en ur sal-gibellañ, lakaet ouzh ur voger, hag a c'haller leuniañ gant dour, dre un duellenn a-us dezhañ, ha goullonderiñ, dre un duellenn all dindanañ. A-wechoù e vez stag ar gwalc'heris ouzh ar voger, a-wechoù all, dre ma'z eo ponner a-walc'h, e vez lakaet war un troad, harp ouzh ar voger. A-wechoù e vez kuzhet ar spas dindanañ en ur glozigell hag a c'haller digeriñ pa vez ezhomm.