Mont d’an endalc’had

Guy Pavec

Eus Wikipedia
Guy Pavec
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanGuy Kemmañ
Anv-familhPavec Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Mez 1935 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPenharz Kemmañ
Deiziad ar marv26 Meu 2021 Kemmañ
Lec'h ar marvLandudeg Kemmañ
Micherkizeller Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ


Guy Pavec (Penharz, 27 Mezheven 1935 – Landudeg, 26 Meurzh 2021) a oa ur c'hizeller breizhat.

Goude e santifikad en doa labouret evel micherour evit sevel tiez, e meur a embregerezh eus Kemper. E-keit ha ma oa o labourat e kemere kentelioù noz e skol an arzoù-kaer. Goude e goñje en Aljeria, e oa aet da artizan bener mein, adalek 1960, ha da gizeller adalek 1975. Buan a-walc’h e voe gwelet pegen barrek e oa, ha pegen brav e oa e labour, gant Yves-Pascal Castel, ur beleg eus eskopti Kemper en deus studiet an arz relijiel e Breizh ha savet meur a levr war an danvez-se. Diwar neuze e krogas Guy Pavec da labourat evit un toullad parrezioù, da gempenn kalvarioù pe da zresañ delwennoù mein.

Ur c'hizeller « a c'hiz kozh » e oa Guy Pavec. Labourat a rae gant e zaouarn, hep sikour binvioù tredan. E-touez al labourioù bet kaset da benn gantañ e c'haller menegiñ delwennoù en iliz Itron Varia ar C’heloù mat en Ospital-Kamfroud, en iliz Sant-Vazhev e Kemper, kalvar Lanzignag e Landelo, ar monumant d’ar re varv e Purid, er Vro Vigoudenn, delwenn Jean Moulin e Kastellin, pe c’hoazh ur monumant d’ar rezistanted e-harz ar Menez C'homm.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]