Guy Le Lay
Guy Le Lay zo ur strilher ha sistrer, ganet e 1947 e Ploveilh ha marvet d'ar 24 Meurzh 2023. Gantañ e voe krouet ar wiski kentañ fardet gant ed-du, Eddu e anv. Kaset en doa e dri mab da Skol Diwan Kemper e 1977 ha souten a reas ar brezhoneg hag an an deskadurezh vrezhonek. Aozet en deus abadennoù sonerezh Breizh en e gumun ivez[1].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Derc'hel a rae e dud-kozh un ostaleri-ispisiri e bourc'h Ploveilh hag aet e oant da lambigerien adal 1921. E 1927 e voe staliet al lambigerezh e kêriadenn Pont-Menhir, nepell diouzh tri maen hir war vord an hent. Goude bezañ bet kelenner matematik e Pleiben, e-pad pemzek vloaz, Guy le Lay a adkemeras, e 1986, an embregerezh sistrañ ha lambigañ dalc'het gant e dad, René, ken e klaskas sevel ur strilherezh difiñv ha ledanaat ar produioù.
Embreger ha difenner sistr Kerne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan an anvadur Strilherezh ar Mein hir (Distillerie des Menhirs) e talc'has da ziorren ha staliañ hent nevez ar sistr produet e Bro-Gerne[2]. Gounezet e voe an droed d'ober bruderezh evit sistr ar vro gant an anvadur orin gwarezet (AOG) termenet evit sistr Fouenant ha sistr Kerne e 1990.
Roet en deus brud d'al lambig fardet e Breizh ivez. Un evaj hengounel all a voe da wellaat evit ledanaat ar gwerzhioù hag an avaleg a voe anavezet muioc'h-mui evit bezañ kinniget evel un digor-kalon.
Krouer ur wiski nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eñ eo ar c'hentañ den en deus soñjet ober wiski gant ed-du hag, hervez e wreg, en doa malet gant ur vilin-gafe ar garg kentañ[3]. O vezañ m'eo diaes produiñ ha gwerzhañ ur wiski nevez pell diouzh Bro-Skos e teuas Guy Le Lay a-benn, e 2002, da lakaat ar wiski Ed-du da vezañ brudet mat ha da dizhout ur c'halite uhel a-walc'h dre ar c'hoshaat. Posupl e oa sevel ur wiski breizhat gant alioù an arbennigourien etrebroadel war an alkool, evel Robert Léauté[4].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anne-Marie Le Lay, Eddu, 100 ans d’histoire(s) d’une distillerie familiale, 2021. Savet gant gwreg Gi al Lae ha gwerzet gant La Distillerie des Menhirs.
Lec'hienn an embregerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Guy Le Lay, créateur du whisky Eddu n'est plus. E-barzh Ouest-France Dimanche, 26 Meurzh 2023.
- ↑ https://www.routeducidre-cornouaille.bzh/
- ↑ [1] Catherine Merrer, Un livre pour les 100 ans de la Distillerie des Menhirs, à Plomelin. E-barzh Le Télégramme, 15 Mezheven 2021.
- ↑ Catherine Merrer, Un livre pour les 100 ans de la Distillerie des Menhirs, à Plomelin. E-barzh Le Télégramme, 15 Mezheven 2021.