Gustavo Petro

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Gustavo Petro

Gustavo Francisco Petro Urrego (ganet d'an 19 a viz Ebrel 1960) zo un armerzhour ha politikour eus Kolombia, bet o kemer perzh er gouvrezel al luskad Movimiento 19 de Abril.

Pa zeuas ar peoc'h en-dro e 1991 e voe dilennet da ezel e kambr izelañ ar C'hendalc'h hag e 2006 e voe dilennet da senedour. Etre 2012 ha 2015 e oa maer Bogotá. E miz Mezheven 2022 e oa bet dilennet da brezidant Kolombia. Ar wech kentañ eo e vefe dilennet ur prezidant eus an tu-kleiz.