Mont d’an endalc’had

Gunilla Lundgren

Eus Wikipedia
Gunilla Lundgren
Gunilla Lundgren
Ganedigezh 1942
e Bergslagen, Sveden
Yezh skrivañ svedeg

Lec'hienn ofisiel www.interbib.se/default.asp?id=25230


Gunilla Lundgren (1942 e Bergslagen, Sveden) a zo ur skrivagnerez svedat, hag ur stourmerez evit ar peoc'h hag an endro. Kenurzhierez Unvaniezh etrebroadel skrivagnerien Sveden eo ivez. Ouzhpenn 30 levr evit ar vugale a zo bet skrivet ganti (meur a briz he deus bet), bet troet e meur a yezh, ha bet embannet ivez e stumm divyezhek da vezañ lennet gant bugale enbroidi. Labouret he deus ivez war ur raktres ma kemer perzh bugale envroidi a zo o chom e Rinkeby, ur bannlev eus Stockholm, gant bugale eus Langa, e-kichen Cape Town.

Hec'h oberenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Maritza en zigenarflicka, 1972
  • Aljosha, 1998
  • Nelson Mandela: the shepherd boy who became president, gant Kerstin Gidfors, 2000
  • Utan Hus utan grav, 2002
  • Black Roses- Kale Ruze, 2003
  • Sofia Z-4515, 2006
  • Cirkusliv- ett år med Brazil Jack, luc'hskeudennoù : Malcolm Jacobson, 2009

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]