Guilty (kanaouenn, Whiting, Akst & Kahn)
Guilty (Kablus) a zo ur ganaouenn saoznek, savet gant ar pozier Gus Kahn (1886-1941) hag ar sonaozerien Harry Akst (1894-1963) ha Richard A. Whiting (1891-1938) (© : 27 a viz Eost 1931).
Enrollet e voe e New York d'ar 1añ a viz Gwengolo 1931[1], evit ar wech kentañ, gant an arzourez stadunanat Ruth Etting (1897-1978) hag embannet gant Columbia Graphophone Company Ltd[2]. diwezhatoc'hik.
Enrollet e oa bet gant forzhig a arzourien all ivez da c'houde : Al Bowlly, Bing Crosby, Johnny Desmond, Ella Fitzgerald, Billie Holiday, The Four Freshmen ha Margaret Whiting[3] peurgetket.
Dibabet e voe doare Al Bowlly gant Yann Tiersen da vezañ e-touez kanaouennoù orin Le Fabuleux Destin d'Amélie Poulain (2001), pevare film hir ar filmaozour gall Jean-Pierre Jeunet.
Selaou Guilty...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ... kanet gant Ruth Etting e 1931.
- ... kanet gant Al Bowlly, eilet gant Ray Noble hag e laz-seniñ (14 a viz Du 1931).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Gerioù Guilty e Ruth Etting Web Site.
- ↑ Ruth Etting – Guilty / A Faded Summer Love el lec'hienn Discogs.
- ↑ Merc'h da Richard A. Whiting.