Guamá

Eus Wikipedia
Ur pennad Guama zo ivez.

Guamá (marvet e 1532) a oa ur roue Taíno e Kuba, emsavet ouzh ar Spagnoled.

Pa varvas ar gouarnour spagnolDiego Velázquez de Cuéllar (1460-1524) ez eas ar gwaskerezh war washaat. En 1530 e oa hanter-kant brezelour dindanañ, ha tuta a rae. C'hoarvezout a reas e emsavadeg e koadoù bras Çagua, nepell diouzh Baracoa, e reter an enez, hag ivez er reter d'ar Sierra Maestra.

Treitouret ha lazhet e voe gant e vreur Oliguama en 1532.