Guaguancó
Neuz
Ar guaguancó (Spanish pronunciation: [ɡwaɣwaŋˈko]) zo un doare sonerezh eus Kuba, ganet e La Habana e dibenn an XIXvet kantved, war-dro ar mare va voe lakaet fin d'ar sklavelezh en enez, en 1886. Gwelet e vez evel ur seurt rumba kuban, gant binvioù tosañ, mouezhioù ha dañs. Lavaret e vez ez eus daou zoare guaguancó: hini La Habana ha hini Matanzas, div gêr eus hanternoz an enez.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar guaguancó eus ar rumba. Daou zoare all d'ar rumba eo ar Yambú hag ar c'h-Columbia (rumba).
Sonet e vez gant tri zaboulin anvet konga (pe conga), pe tambó pe tumbadora.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Guaguancó sabroso, sonet gant laz Arsenio Rodríguez : [1]
- Guaguanco a Todos Los Barrios : [2]
- Pennad [3]