Guadiato
Neuz
Guadiato
| En em daol e | Guadalquivir |
|---|---|
| Diazad doureier | Guadalquivir Basin |
| Stad | Spagn |
| E tiriad | Proviñs Córdoba |
| Daveennoù douaroniel | 37°48′33″N 5°3′21″W |

Guadiato zo ur stêr en Andalouzia, 118 km dezhi, e kreisteiz Spagn, adstêr d'ar Guadalquivir, hag a red dre broviñs Córdoba.
Dont a ra an anv spagnolek eus an anv arabek oued, evel kalzik a anvioù stêrioù all en Andalouzia.
Eieniñ a ra er Cerro de la Calaveruela, e kreisteiz ar gêriadenn La Coronada, e kumun Fuente Obejuna, ur 500 m diouzh ar Fuente de La Santanilla, ma eien ar Zújar, en proviñs Córdoba ivez.
Kemberiñ a ra gant ar Guadalquivir, entre Almodóvar del Río ha Posadas.
