Griffin

Eus Wikipedia

Griffin zo un anv-tiegezh hag a c'hall bezañ eus Bro-Iwerzhon, Bro-Saoz pe Bro-Gembre. Un anv-badez eo ivez, ur stumm all eus an anv-badez Griffith, stumm saoznekaet an anv kembraek Gruffydd. Griffin a dalv kement ha gripi e saozneg.

Ar 75vet anv-tiegezh ar muiañ douget e oa en Iwerzhon e 1891.[1] E 2000 e oa ar 114vet anv-tiegezh er Stadoù-Unanet, ar pezh a glot gant daou c'hant mil den.[2]

Griffin en Iwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv-tiegezh "Griffin" en deus meur a vammenn ouezelek.

Ó Gríofa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ó Gríofa (paotred) pe Ní Ghríofa (merc'hed) a zo ur familh eus kontelezh An Clár. O anv a voe saoznekaet e meur a stumm, en o zouez O'Griffey hag O'Griffy. Ó Gríofa a c'hall bezañ troet e saozneg e "diskennad eus an hini a zo evel ur gripi".

Ó Gríofa a veze skrivet Ó Gríobhtha[3] a-raok ma voe cheñchet an digejadur gouezelek. Ar re Ó Gríofa a oa pennoù ar skourr Cineal Cuallachta[4] eus ar c'hlann Dál gCais[5], pe ar re Dalcassian, gant o c'hastell e Ballygriffy >ref>[5]</ref> e North Ballygriffey, e parrez An Díseart (baroniezh Inchiquin a-raok). Ar re Ó Gríofa a zeu eus ar memes penngef hag ar re O'Dea hag ar re O'Quins, hag a zo eus ar c'hlann Cineal Fearmaic, pe gwelloc'h ar Ui Fearmaic [6],[7]

Ó Grifín[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An doare-skrivañ "Ó Grifín" (paotred) / "Ní Ghrifín" (merc'hed) a zeu eus ar familh Kerry. Ar re Kerry Griffins eo diskennidi ar Gallowglass, stourmerien Emsavadeg ar re Desmond a-enep ar Saozon.[8]

Ó Gríofáin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer an anv a-hed an harz etre kontelezh Maigh Eo, kontelezh Ros Comáin ha kontelezh Gaillimh.[9][10]

Griffith[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer ivez kavout en Iwerzhon ul liamm gant an anv kembreat Griffith, met kalz raloc'h eo.[11]

Griffin e Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ eo "Griffin" ur stumm all eus an anv-tiegezh "Griffith", pe anvioù kembreat damheñvel all.

Tud brudet anvet Griffin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tudennoù faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ar familh Griffin, harozed ar stiriad bevaat Family Guy.
  • Griffin, anv-bihan an dudenn er filmoù tennet eus romant H. G. Wells The Invisible Man
  • ar barner Jürgen Griffin, un dudenn eus ar c'homic strip Judge Dredd
  • Henry Griffin, un dudenn er stiriad The O.C.
  • Kylie Griffin, un dudenn e Extreme Ghostbusters hag ar c'homic strip Ghostbusters embannet gant IDW
  • Sandi Griffin, un dudenn er stiriad-bev Daria
  • Clarke Griffin, un dudenn er stiriad The 100
  • Hawley Griffi, un dudenn er c'homic strip The League of Extraordinary Gentlemen

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • O'Laughin, M. C. (1997). "The Book of Irish Families Great & Small". Irish Genealogical Foundation
  • Matheson, R. E. (1891). "Special Report on Surnames in Ireland"
  • Williams, M. (1996) "Researching Local History"
  • U.S. Census Bureau (1990), Population Division, Population Analysis & Evaluation Staff

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Matheson 1891
  2. Genealogy. United States Census Bureau.
  3. [1]
  4. [2]
  5. [3]
  6. [4]
  7. O'Laughlin, Michael C. (2000). Families of County Clare Ireland. Irish Genealogical Foundation. ISBN 978-0940134980. 
  8. FamilyTreeDNA.
  9. Irish Surname Maps.
  10. Sloinne.
  11. O'Laughin 1997