Grand pas
Neuz
E barrez klasel e implijer an termen grand pas evit deskrivañ un heuliad dañsoù a dalvez evit diskouez ar penn-danserion/ezed, hag ivez a-wezhoù ar corps de ballet, en o gwellañ.
Dañs pennañ (pièce de résistance) un oberenn-varrez an hini eo, o talvezout evit lakaat war-wel an dañs evitañ e-unan hepmuiken peuliesañ kentoc'h evit kontañ ur rann eus istor an oberenn.
Meur a rann a c'hell bezañ en ur grand pas, an aliesañ:
- "An entrée;
- Ar grand adage: Pa vez dañset gant ar penn-dañser hag ar benn-dañserez a-gevret e reer anezhañ grand pas de deux. A-wezhoù e vez dañset gant ar corps de ballet, ma reer anehzañ neuze ur grand ballabili;
- A-wezhoù ur variation evit ar benn-dañserion/ezed hag an hanter-soloerion/ezed;
- Ur c'h-coda evit achuiñ, anvet ivez a-wezhoù coda générale pe grand coda.
Alies e vez dañset ur grand pas pe ur grand pas d'action tennet diwar un oberenn-varrez glok evel arvestoù dezhe o-unan hepmuiken.