Grand jeté
Neuz
E barrez klasel e implijer an termen grand jeté pe grand écart en l'air evit deskrivañ un doare lamm hir a-led kroget war ur c'har hag achuet war eben o tistreiñ war al leur.
Kas a ra an dañser/ez ar c'har dirak reut d'an nec'h a-daol-trumm kentoc'h evit ober un dévelopé pe ur fiñvadenn flour ha goustad, ha neuze e kas d'an nec'h ar gar a-dreñv da heul en ur difourkañ an divc'har e-keit m'emañ en aer.
Bez' e c'hell bezañ kaset da-benn en avant, à la seconde pe en arrière.