Grand Union Flag

Eus Wikipedia
Banniel stadoù-Unanet Amerika etre 1776 ha 1777

Ar Grand Union Flag (brudet ivez evel ar "Continental Colors", pe "Congress Flag", pe "Cambridge Flag", pe "First Navy Ensign" c'hoazh) a vez gwelet evel kentañ banniel Stadoù-Unanet Amerika.

Ar banniel-se a oa savet gant 13 vandenn ruz ha gwenn (evel banniel SUA a-hiziv), met gant ar c'horn damheñvel ouzh ar British Union Flag eus ar mare-se (a-raok ma vefe ouzhpenet kroaz Sant-Jord e 1801 goude stagadur Iwerzhon ouzh ar Rouantelezh-Unanet).