Grafour
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Ur grafour a zo unan hag a labour war dachenn an darempredoù. Sevel a ra doareoù a bep seurt evit lakaat an darempredoù da dremen dre al lagad.
E c'houiziegezh a deu eus al lizherennañ (arz bodañ arouezioù fiñv evit sevel gerioù pe frazennoù), ar jestroù ha skeudennoù, arz ar pajennaozadur.
Gellout a reomp kavout meur a zoare labour : an embannadur, web, liesvedia, skeudennidigezh, design.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo micher grafour er XXvet kantved. A-raok e veze implijet an dresourion bruderezh evit ober bruderezh. Disheñvel e oa pep tra : int, a rae arz dre al lagad, al lizherennourion a rae pajennaozadur ha war-dro an testennoù. Hiziv en deus ar grafour, kemeret plas an dresourion bruderezh er c'hevredigezhioù, labourat a reont evit ar vruderezh en un sevel kinnigadenn ar c'hazetennoù. Betek fin an XIXvet kantved e oa moullet arz ar grafour e gwenn ha du ha war paper. Bremañ e vez livioù, mentoù a bep seurt. Memes ma vez gant ar c'hazetennoù, magazinoù, levrioù, kaieroù pe skritelloù a bep seurt, implijet un dañvez fizik e chom ar paper an dañvez implijetañ.
Labour ur grafour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv an deiz e tremen ar grafour e devezh dirak un urzhiataer. Implijet e vez getañ an EMbann Ameilet dre Urzhiataer (EMAU). EMAU a servij da grouiñ dielloù d'ar voulidigezh dre an urzhiataer. Gantañ e vez implijet poelladoù evel Photofiltre, Photoshop evit an tresañ pe c'hoazh InDesign, OpenOffice evit ar pajennadur. Kalz reoù all e vez c'hoazh, ha pep hini e vez gant Macintosh pe Windows.