Goz c'hodellek ar su
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Notoryctemorphia | ||
Kerentiad : | Notoryctidae | ||
Genad : | Notoryctes | ||
Anv skiantel | |||
Notoryctes typhlops Stirling, 1889 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Goz c'hodellek ar su (Notoryctes typhlops) a zo ur bronneg godellek turier hag a vev e dezerzhioù Aostralia.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 50 g eo he fouez ha 15 cm hirder he c'horf goloet gant ur feur melen. Bihan eo he daoulagad hag he divskouarn.
Turiañ a ra ar c'hondon gant he moj kornek ha skilfoù he favioù a-raok. Skarzhañ a ra an douar pe an traezh gant an tri skilf tev a zo ouzh he favioù a-dreñv. Dre ma tisac'h an traezh ne chom garidenn ebet war he lerc'h.
En em vagañ a ra diwar togoù-touseg, torzhelloù, preñved, glazarded... Ar c'hwesha hag ar stekiñ eo an div skiant a ra ganto evit tapout he freizhoù.
Ur c'holen pe zaou a c'hell mont e godell ar barez. War an a-dreñv e tigor ar c'hodell-se, kuit da vezañ leuniet gant douar pa vez ar c'hoz o turiat.