Gotse Deltchev

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
G. Deltchev.

Gotse Deltchev (bulgareg: Гоце Делчев) a oa un emsaver bulgar, bet ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1872 e Kilkís ha marvet d'ar 4 a viz Mae 1903 e Banitsa. E penn kentañ an XXvet kantved e oa e-touez izili veur an Aozadur Diabarzh Dispac'h Makedonia, ur strollad a oa e bal tennañ Makedonia ha rannvro Adrianople diouzh beli an Impalaeriezh otoman.

Ganet eo bet Gotse Deltchev e Kilkís, ur gêr a Vakedonia ma veze komzet bulgareg. E Thessaloniki e kendalc'has gant e studioù en ur skol vugarek. E 1891 ez eas da Skol-vrezel Sofia e-lec'h ma reas anaoudegezh gant kalzik a stourmerien, broadelourien ha sokialourien anezho. Abalamour d'e vennozhioù dispac'hus e voe skarzhet kuit Deltchev eus ar Skol-vrezel e 1894, ur mizvezh a-raok bezañ achu gant e studioù.

Dibab a reas neuze distreiñ da Vakedonia ha mont da skolaer. O kelenn e skol Chtip en em gavas gant Damian Grouev a drec'has warnañ da gemer perzh en Aozadur Diabarzh Dispac'h Makedonia (ADDM). Goude bezañ bac'het ur mizvezh e 1896 ez eas d'ober e annez e Sofia, kêr-benn Priñselezh Bulgaria. Eno e chomas c'hwec'h vloavezh gant Gyortche Petrov, o klask aozañ an ADDM ha kaout skoazell digant ar gouarnamant bulgar. Anat e oa pal an aozadur: dont a-benn da aozañ un emsavadeg. Evit en ober e krouas Gotse Deltchev tchetaoù, da lavarout eo strolladoù armet aozet dre rannvro.

Estreget an ADDM a oa o stourm war tachenn Makedonia ha Trakia. Diaes e voe d'an holl anezho en em glevout pa voe anv eus an emsavadeg; hogen e 1903 e voe dibabet kregiñ ganti evit an hañv. E seizh gwellañ a reas Gotse Deltchev a-benn hec'h aozañ, o vont a gêr da gêr gant emsaverien all evel Grouev. Goulenn a reas ober chouanerezh, evit ober berzh koulz hag evit gwareziñ ar boblañs.

E deroù miz Mae 1903 e kemeras penn an hent war-du menez Slavyanka, war an tiriad otoman, a-benn emvodañ gant pennoù bras rannvro Serres. Hogen gouezet e vo gant an Otomaned a aozas spioù-brezel dezhañ: d'ar 4 a viz Mae 1903 e voe lazhet Gotse Deltchev ganto.

Daou vreur dezhañ a varvas da-geñver an emsavadeg a voe mouget dindan dek devezh e penn kentañ miz Eost.
Gotse Deltchev zo un haroz bulgar anezhañ peogwir e oa stag e stourm ouzh an hini evit adunvaniñ Bulgaria (e 1878 e oa bet rannet tiriad Bulgaria e tri: Priñselezh Bulgaria, Roumelia ar Reter ha Makedonia). Un haroz makedoniat eo deuet da vezañ ivez goude an Eil Brezel-Bed, pa glaskas Yougoslavia brudañ identelezh Makedonia, ur republik emren nevez dezhi. Abaoe ez eus savet reuz alies etre Bulgaria ha Republik Makedonia en abeg d'e hêrezh, bulgar pe makedoniat anezhi.