Gotham (stirad skinwel)

Gotham zo ur stirad skinwel drama hag igounier stadunanat sevenet gant Bruno Heller, produet gant Warner Bros. Television ha diazezet war tudennoù embannet gant DC Comics hag a zeu eus ar frañchiz Batman. Enno e vez adkavet dreist-holl an igounier James Gordon ha Bruce Wayne. Ar stirad skinwel a oa bet skignet evit ar wech kentañ d'an 22 a viz Gwengolo 2014, hag echuet e voe d'ar 25 a viz Ebrel 2019. Aktourien ar stirad skinwel eo Ben McKenzie evel Jim Gordon ha David Mazouz evel Bruce Wayne. Ar stirad skinwel a oa bet soñjet evel un displegadenn eus yaouankiz Gordon er Gotham City Police Department. A-benn ar fin e oa bet ouzhpennet tudenn Bruce Wayne hag orinoù istor darn eus tud vil bed Batman, evel ar Penguin, Riddler, Catwoman, Poison Ivy, Scarecrow, Mr. Freeze, Hugo Strange, Solomon Grundy, Ra's al Ghul, Nyssa al Ghul, Bane hag ar Joker.