Mont d’an endalc’had

Goted

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Got)
Goted
historical ethnic group
Iskevrennad eusEast Germanic tribes Kemmañ
Deiziad kregiñ1. century Kemmañ
Deiziad echuiñ1475 Kemmañ
Sede pelec'h emañ Götaland, Bro ar C'hoted a-hervez, en Sveden.
Ar broioù e dalc'h an Ostrogoted hag ar Wizigoted, e 523, dindan ren Teodorig Veur

Unan eus pobloù german ar reter e oa ar C’hoted. En e levr Getica (tro 551), an istorour Jordanes a embanne e oa ar c'hoted a orin eus su Skandinaviamet n'eo ket prouet anat c'hoazh. Moarvat ez eo o anv a adkaver en anvioù-lec’h Göteborg, Götaland ha Gotland, e Sveden.

Ur bobl anvet ar Gutones – marteze ar c'hoted kentañ – a ouier gant prouennoù arkeologel e oant o vevañ e traoñ ar stêr Vistula er 1añ kantved. En Eil kantved ar sevenadur Wielbark a emled war-zu ar su hag ar Mor Zu ar pezh a vefe bet un divroañ c'hotek. Ar C’hoted e voe ar re gentañ, e-touez ar C’hermaned, oc’h argadiñ an Impalaeriezh roman e 267. Met kannet e voent a-benn ar fin, rankout a rejont kilañ hag adtreuziñ ar stêr Danav e 271. Lod anezho, re ar c’hornôg (ar Wizigoted), a savas ur rouantelezh eno, e Dakia, tra m’en em ziazezas Goted ar reter (an Ostrogoted) pelloc’h, war aod norzh ar Mor Du.

Kaozeal a raent goteg, ur yezh c'hermanek zo marv pell zo, met zo anavezet mat a-walc'h dre ma voe lakaet dre skrid ha dre ma voe troet ar Bibl enni.

Adunanet e voe ar C'hoted e-pad ur pennadig er VIvet kantved, dindan roue an Ostrogoted Teodorig Veur, a voe lezroue ar Wizigoted ivez e-doug un ugent vloaz bennak.