Mont d’an endalc’had

Goroweg

Eus Wikipedia

Ur yezh kouchitek eus is-skourr yezhoù kouchitek ar su eo ar goroweg (gorowa, goroa, gorwaa pe fiome) komzet gant tro-dro da 30.000-50.000 den e Mbulu ha Kondoa e kreiz Tanzania (1987 ha 1990).

Tost-tre eo d'ar bouroungeg, ar wasieg. Ken tost eo d'an irakweg ma vez renket a-wechoù evel ur rannyezh irakwek.