Golvan-ar-maezioù
| |||
---|---|---|---|
Ur golvan-ar-maezioù.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Passeridae | ||
Genad : | Passer | ||
Anv skiantel | |||
Passer montanus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar golvan-ar-maezioù a zo un evn bihan, Passer montanus an anv skiantel anezhañ.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentet eo golvan-ar-maezioù war-dro 14 cm. N'eus ket a ziforc'h etre plu ar par hag hini ar barez. Un tarchad du a weler war ar jod wenn. Gell-kistin eo liv e gabell. Nijal a ra buan-tre.
Neizhiañ a ra e miz Ebrel ha Mae, betek miz Mezheven. Sevel a ra e neizh e toull ur wezenn, en ur c'hleuz. Asantiñ a ra ober gant ur c'hasedig-neizh. A-wechoù e kaver un drevadenn neizhioù. Aozañ a ra un neizh laosk ha diskempenn gant geot, kolo, delioù, man ha pluñv. Betek c'hwec'h vi a gaver en un neizhiad.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Had hag amprevaned a bep seurt.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labous ar maezioù eo. Ne zeu ket ken tost d'an dud na d'an tiez hag ar golvan tiez. Chom a ra er c'hoadoù ha gwerjeoù, el liorzhoù, en alezioù, hag all.