Mont d’an endalc’had

Godiva

Eus Wikipedia
Lady Godiva gant John Collier, c. 1897, Herbert Art Gallery and Museum

Godiva, pe Godgifu, a oa, hervez ar vojenn, un itron sakson en XIvet kantved, e kêr Coventry.Hervez ur vojenn eus an XIIIvet kantved e vije bet o varc'hegañ en he noazh – gwisket gant he blev hir hepken – dre gêr Coventry evit klemm d'he fried abalamour d'an tailhoù re bonner.

En un doare koshoc'h c'hoazh eus ar vojenn ez eus un den anvet "Peeping Tom" en dije sellet outi o varc'hegañ hag a vije deuet da vout dall.

Delwenn da Lady Godiva e Coventry

Godiva a oa pried Leofric, kont Mercia. Ur mab o doe, Aelfgar, kont Mercia. Anv Godiva a gaver en dihelloù, hag en Domesday survey, skrivet e meur a stumm. E hensaozneg e kaver Godgifu pe Godgyfu, hag a dalv "roet gant Doue", da lavarout eo un anv kenstêr gant Dorotea ha Teodora; Godiva a oa ar stumm latinekaet.

Oberennoù arzel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]