Giraffidae
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Jirafenned
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Artiodactyla | ||
| Isurzhad : | Ruminantia | ||
| Kerentiad : | Giraffidae | ||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Giraffidae zo ur c'herentiad e rummatadur ar bronneged, ennañ daou spesad a vev en Afrika issahara :
Perzhioù boutin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar jirafenn koulz hag an okapi he deus ur penn hir ha strizh, diweuz tanav hag un teod hir ha hegrog. An daou spesad zo karnek o zreid. Pevar askorn a ya d'ober eskern ar chouk-troad er jirafenn (askorn seul, askorn fer, diñseg ha bulzuneg juntet asambles, eskern gennheñvel juntet asambles). Tri askorn a ya d'ober re an okapi.
Kerniel dibar zo war penn ar jirafenn ha war hini ar par okapi : graet int gant migorn aet da askorn ha goloet int gant kroc'hen ha blev.