Ginea (Araba)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ginea (Guinea en spagnoleg) zo ur rann eus kumun Gobiaran (Valdegovía-Gaubea en ofisiel), e kornôg proviñs Araba, e Kumuniezh Emren Euskadi.
32 km emañ er c'hornôg da gêr Gasteiz, kêr-benn ar broviñs, ha 24 km en hanternoz da Miranda de Ebro, er sierra de Arcamo, ha 700 m uhelder dezhi.

Ur 15 a dud zo o chom eno. A-raok 1927 e oa stag ouzh Lacozmonte.

Iliz San Martín zo e-kreiz ar barrez, nemet n'eo ket bras he zalvoudegezh arzel.