Gillian Flynn

Eus Wikipedia

Gillian Flynn zo ur skrivagnerez stadunanat ganet e Kansas City (Missouri).

Merc'h eo da zaou gelenner ha graet he studioù war ar saozneg hag ar c'hazetennerezh e skol-veur Kansas.

Filmvarnourez eo bet en Entertainment Weekly.

Skrivañ a ra romantoù polis abaoe 2006. Bevañ a ra e Chicago.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sharp Objects, 2006
  • Dark Places, 2009
  • Gone Girl, 2012

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]