Mont d’an endalc’had

Gilles Binchois

Eus Wikipedia
Gilles Binchois (en tu dehoù), gant Guillaume Dufay (en tu kleiz)

Gilles Binchois, anvet ivez Gilles de Binche pe Gilles de Bins, a zo ganet e Mons (Belgia) war dro 1400 ha marvet d'an 20 a viz Gwengolo 1460. E-touez izili yaouankañ Skol Bourgogn e oa hag unan eus sonaozourien bouezusañ ar XVvet kantved.

Mab Jean ha Joanna de Binche e oa. E dad Jean, a oa kuzulier an duk Guillaume IV a Hainault ha labourat a rae en un iliz e Mons. Ne ouezer netra war stummadur Gilles Binchois e-keñver ar sonerezh. Gouzout a reer e voe ograouer e iliz Santez Waudru e Mons e 1419. Tro 1423 ez eas da Lille evit servij arme an duk Earl a Suffolk. E 1426 e servijas Phillipe le Bon, e moted Nove Cantun krouet moarvat e 1431 evit badeziant Antoine, priñs Bourgogn. Unan eus e ganaouennoù Je ne vis oncques la pareille a voe skrivet pe kenskrivet gant e vignon Guillaume Dufay. Gant hennezh e voe anavezet Binchois evel unan eus gwelañ sonaozerien ar mare. E 1452 e teuas Gilles Binchois da vezañ provost iliz Sant Visant Soignies.

Gilles Binchois en deus savet oberennoù relijiel, evel un Te Deum, oberenn liesvouezhiek koshañ bet kavet evit poent, met dreist-holl oberennoù disakr: rondoù, gwerzioù tennet eus barzhonegoù Alain Chartier pe c'hoazh Charles d'Orléans...