Mont d’an endalc’had

Ghjuvanteramu Rocchi

Eus Wikipedia

Ghjuvanteramu Rocchi, pe Ghjuvan'Teramu Rocchi, (1940 - 3 a viz Meurzh 2018) a oa kelenner ha skrivagner korsek.

Goude labourat evel mestr-skol e voe enseller evit ar c'horseg er skolioù. A-hed e vuhez en deus labouret evit yezh e vro : kelenn a rae anezhi, sevel barzhonegoù ha kanaouennoù a rae, savet en deus levrioù da zeskiñ ar yezh... Gantañ e voe digoret ar greizenn gentañ evit deskiñ korseg e Loretu di Casinca. Gantañ, e-pad bloavezhioù, e voe skrivet kanaouennoù evit ur bern kanerien : Canta u Populu Corsu, I Muvrini, I Chjami Aghjalesi, A Filetta, Felì...

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]