Gewog

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ur gewog (boutaneg tolpad) a zo ur bagad a gêriadennoù e Bhoutan a furm un disrannadur melestradurel etre ar gêriadenn hag an dzongkhag.

Adalek penn ar bloavezhioù 1980 e oa krog roue Bhoutan Jigme Singye Wangchuck da zigreizennañ e velestradur. E 1991 ez eas ar gewog da zisrannadurioù melestradurel ofisiel, ur gup en o fenn. D'an amzer-se e voe aozet an dilennadegoù kentañ e Bhoutan, ma votas penn pep tiegezh da zibab ar gup.