Georgi Parvanov

Eus Wikipedia

Georgi Sedefchov Parvanov (e bulgareg: Георги Седефчов Първанов) zo ur politikour bulgar ganet d'an 28 a viz Even 1957 e Sirishtnik ha prezidant Bulgaria abaoe 2002.

Graet en deus studioù war an istor e Sofia ha deuet da vezañ ezel Strollad Komunour Bulgaria e 1981. Dilennet eo bet da brezidant ar vro d'an 18 a viz Du 2001 ha kemeret e garg d'an 22 a viz Genver 2002. Addilennet eo bet e miz Here 2006.