George Digenvez

Eus Wikipedia
George Digenvez
Inizi Galapagos, Pinta er gwalarn.

George Digenvez (Solitario George, pe Solitario Jorge, e spagnoleg) zo ur vaot du (Chelonoidis abingdonii hec'h anv skiantel), a oa bet soñjet e oa an diwezhañ eus he spesad en Inizi Galápagos, en Enez Pinta, marvet d'ar Sul 24 a viz Mezheven 2012. Ur par e oa, met ne oa ket troet gant ar parezed en-dro dezhañ ha n'en doa ket klasket teurel had da genderc'hel gant e ouenn.

E miz Du 2012 en deus roet da c'houzout renerezh Park Broadel ar Galápagos e oa bet kavet 17 baot gant ar memes diagentiezh ha George Digenvez en enez Isabela. Ne oa ket George an hini diwezhañ eus e spesad eta.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.