Mont d’an endalc’had

Gedichtendag

Eus Wikipedia

Gedichtendag (Devezh ar Barzhonegoù) eo devezh ar varzhoniezh nederlandek e Belgia hag en Izelvroioù, lidet bep bloaz d'ar Yaou diwezhañ a viz Genver.

Diazezet eo bet ar fest-se gant Poetry International e Rotterdam (NL – Devezhioù ar Varzhoniezh Etrevroadel) e 2000, evit reiñ tu da gement den a gompren nederlandeg da vont e darempred gant ar varzhoniezh. Pep hini a c’hall aozañ abadennoù barzhoniel hag a vez paeroniet gant Poetry International. E-giz-se e vez bep bloaz 200 betek 250 abadenn hag a vez kinniget d’an nederlandegerien.

A bep seurt a vez:

  • barzhonegoù er c'helaouennoù, er skingomz, er skinwel hag e lec’hienn genrouedad an Devezh ar Barzhonegoù
  • bep bloaz e vez embannet un dastumadig, gwerzhet marc’had-mat, gant ur barzh a dalvoudegezh eus an Izelvroioù pe Flandrez
  • prizioù an Devezh ar Barzhonegoù, evit barzhed ‘a vicher’ hag arzkarourien

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]