Mont d’an endalc’had

Garadenn

Eus Wikipedia

Garadenn (ur c'haradenn) eo ar ger a vez implijet gant brezhonegerien zo a c'hoari echedoù eus ar gambetto italianek da lavarout eo aberzh ur pion pe ur pezh all da vare digoradur ur c'hoariadenn, kontrol d'ar sturienn ha ne dleer ket lezel pezhioù da vont da goll.

Kement-se a vez graet evit aesaat an arsailh, kaout lec'h, digeriñ linennoù, ha gounit amzer.

Dont a ra ar ger italianek gambetto (anavezet gant Léon Gambetta a dra sur) eus gamba a zo gar, ha gambitare a dalv kement hag ober gar, diwar-se garadenn.

Garadennoù a bep seurt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]