Galv an Oy
Neuz
Mevelien An Urzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet eo bet al levr-se gant Yann-Fañch Jacq e 2007.
Un Oy... Un arouez kuzh ne c'hell nemet un nebeud tud merzout anezhañ. Un arouez a sach anezho war-zu o zonkad, galvet ma'z int da vont pelloc'h, da stourm a-gevret. Ha ne vefe se nemet ur c'hoari evit Mael, Jorgën hag o mignoned? Levr kentañ ur rummad, « Mevelien an Urzh » eo al levr-mañ. Un nor da zigeriñ war un hent kammdroellek ha digompez, war-du ur gudenn zic'hortoz.
Diverradenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mael a zo ur paotr, el lise, termen ES, hag a zo unan eus un nebeud tud a verzh an Oy-où, un arouez-kuzh. Un devezh ma oa en ur gentel fizik, e kavas un Oy treset war folennoù poelladennoù.
- Furchal a reas el lise evit kavout eus pelec'h e teue an Oy-se. A-benn ar fin, ec'h anavezas Jorgën, un Oy-er eveltañ. Kenlabourat a reont asambles evit kavout Oy-erien all. Ar pezh a zo ral-tre, met kejañ a reont gant Gregor, 50 vloaz pe war-dro. Displegañ a reas da V/mael ha da Jorgën penaos ez eus seurtoù Y-où estreget an Oy: An Ay, an Ey, an Iy, hag an Uy.
- Souezhet bras eo an daou baotr. Lavarout a ra ivez Gregor ez eus ur genstrivadeg gant an holl seurtoù Y-où hag all... Anvet eo ar « Glannok ». Neuze e tiviz Mael ha Jorgën kemer perzh er genstrivadeg-se. 48 skipailh a zo degemeret gant 10 den enne. Neuze e rank an daou baotr kavout 8 den c'hoazh.
- Pa oa prest pep tra, ez eont betek Pariz. Du-hont o doa un urzhiataer gant reolennoù ar « Glannok ». Setu e krogas ar genstrivadeg. Ar pal a oa skarzhañ an holl skipailhoù, gant pejoù hag all... A-benn ar fin ec'h erru Mael er 4re plas. Teir sizhun goude e resevas Mael ul lizher dic'hortoz ha dic'hortosoc'h e oa ar pezh a oa skrivet e-barzh...