Galago moholi
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Primates | ||
| Kerentiad : | Galagidae | ||
| Genad : | Galago | ||
| Anv skiantel | |||
| Galago moholi Smith, 1836 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar galago moholi (Galago moholi) a zo ur bronneg hag a vev e su hag e reter Afrika.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War-dro 15 cm eo hirder e gorf hag etre 12 ha 27 cm eo e lost. E bouez zo etre 150 ha 250 g.
Lammoù 5 m a-serzh a c'hell ober. Troazhañ a ra alies war e bavioù kuit dezho riklañ. Tapout a ra krog en amprevaned gant e zaouarn ha raskañ plusk ar gwez gant e zent-lagad lemm evit dastum ar sev.
Bevañ a ra a-strolladoù bihan.