Gaetano Perusini
Neuz
Gaetano Perusini
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Italia |
| Anv-bihan | Gaetano |
| Anv-familh | Perusini |
| Deiziad ganedigezh | 24 C'hwe 1879 |
| Lec'h ganedigezh | Udine |
| Deiziad ar marv | 8 Kzu 1915 |
| Lec'h ar marv | Cormons |
| Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
| Yezh implijet dre skrid | italianeg |
| Micher | mezeg, psikiatrour |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
Gaetano Perusini, ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1879 ha marvet d'an 8 a viz Kerzu 1915 a oa ur medisin italian. Studier ha kenlabourer e voe da Alois Alzheimer, ha sikouret en doa da zielfennañ kleñved Alzheimer. E 1915 e voe degemeret er servij el lu italian, hep ober anv eus e vicher a vedisin. Pa voe gouezet gant al lu e oa ur medisin ampart e voe kaset d'un ospital war an talbenn e San Floriano del Collio. Eno e voe gloazet don gant ur c'hreunadenn d'an 28 a viz Du 1915. Kaset e voe da ospital ar Groaz-Ruz e Cormons. Mervel a reas eno d'an 8 a viz Kerzu d'an oad a 36 vloaz.