Fryske Nasjonale Partij
Ar Fryske Nasjonale Partij (Strollad Broadel Frizat) a zo ur strollad politikel a zifenn gwirioù ar vinorelezh frizat en Izelvroioù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar strollad e 1962 gant emsaverien yaouank ar Fryske Beweging (an Emsav Frizat) peogwir lârout a rae ar Anti Revolutionaire Partij, en doa ar Fryske Beweging liammoù gantañ e oa ar bolitikerezh izelvroat pouezusoc'h eget ar bolitikerezh frizat.
E 1966 e c'hounezas e sez kentañ er c'huzul rannvroel. E 1995 e kevreas gant Ar Re C'hlas da c'hounit ur sez er Gambr Gentañ. Etre 1996 ha 2003 e voe dalc'het ar sez-se gant Ar Re C'hlas. Abaoe 2003 eo dalc'het gant un ezel eus ar Fryske Nasjonale Partij.
Ideologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur strollad eus an tu-kleiz eo ar Fryske Nasjonale Partij. Goulenn a ra aozadur ur vonreizh kevredel m'o defe ar Friziz muioc'h a emvererezh. Fellout a ra dezhañ e vefe anavezet ar yezh frizek hag e vefe kontrolet gant ar rannvro ar gaz a genderc'h.
Kannaded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1995 eo kevreet gant Ar Re C'hlas hag un nebeud strolladoù proviñsel. A-gevret o deus gounezet ur sez en Eerste Kamer, hag a zalc'h dindan anv Onafhankelijke Senaatsfractie. Abaoe 2003 eo dalc'het ar sez-se gant Hendrik ten Hoeve, un ezel eus ar Fryske Nasjonale Partij.
Derc'hel a ra ar strollad seizh sez e kuzul ar broviñs. Marc'hata a ra gant ar gouarnamant met choazet en deus da chom e-barzh an tu enep.
52 gannad en deus e-barzh kuzulioù lec'hel Friz ha kenlabourat a ra gant ar galloud-ober e Wymbritseradiel ha Dongeradeel. Un ezel eus Emglev Libr Europa eo.
Darempredoù gant strolladoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Darempredoù mat en deus ar Fryske Nasjonale Partij gant strolladoù proviñsel all evel ar Partij Nieuw Limburg hag Ar Re C'hlas. A-gevret e furmont an Onafhankelijke Senaatsfractie. Kenlabourat en deus graet gant ar Politieke Partij Radicalen, ur strollad politikel kristen eus an tu-kleiz.