Frits Van Seters
Neuz
Frits Van Seters a zo bet ganet d'an 8 a viz Gwenholon 1913 e Nijmegen (Izelvroioù) ha marvet d'ar 27 a viz Kerzu 1976.
Dont a reas da chom e Belgia e 1924.
Skrivagnour echedoù ha mestrc'hoarier echedoù izelvroat.
C'hoari a rae e Kelc'h Roueel Echedoù Brusel.
Kampion Kevredigezh Echedoù Belgia e voe seizh gwezh, e Gent e 1940, e Brusel e 1942, e 1949 hag e 1959, en Antwerpen e 1965, e Brusel e 1966, en Ostende e 1967 hag e Gent e 1970.
Kampion Belgia partiennoù fonnapl e 1954.
Berzh a reas e meur a dournamant: Hastings, Margate, Pariz ha Bewerwijk.
C'hoari a reas e skipailh Belgia en Olimpiadoù echedoù e Skopje (1972), Nisa (1974) hag Haifa (1976).
Oberennoù skrivet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frits Van Seters, Les échecs ;
- Frits Van Seters, Le Guide Marabout des Echecs, Embannadurioù Marabout, Verviers, 1972 ;
- Frits Van Seters, Le jeu d'échecs, manuel du débutant, 1945, 187 pp. ;
- Frits Van Seters, Les Olympiades des Echecs 1927-1974: 100 grandes parties expliquées aux amateurs, Embannadurioù Marabout, Verviers.