Friedrich Iañ Barbarossa
Neuz
Friedrich Iañ von Hohenstaufen (1122 – 1190), lesanvet Barbarossa en italianeg abalamaour da liv e varv ( Kaiser Rotbart en alamaneg), a oa Impalaer santel.
Ganet e oa e trowardroioù Ravensburg e 1122. Adalek 1147 e oa dug Souabia evel Friedrich III. D'ar 4 a viz Meurzh 1152 e voe dilennet da Roue ar Romaned ha Roue Germania, e Frankfurt, ha kurunennet d'an 9 en Aachen.
E 1155 e teuas da vout Roue Italia hag e miz Mezheven e voe lakaet war e benn ar gurunenn a Impalaer santel gant ar pab Adrian IV.
Mervel a reas war lez ar stêr Saleph e 1190.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas.
- Torret e voe e eured kentañ da Adela von Vohburg
- Addimeziñ a reas da Beatris Iañ Bourgogn :
- Rainald (* 1161 † 1164), - marvet da dri bloaz, beziet e Lorsch
- Beatris (* 1162 - deroù 1174), beziet e Lorsch
- Guillaume (* 1163 † 1164), beziet e Lorsch
- Friedrich V von Schwaben (16 a viz Gouhere 1164 e Pavia - 28 Du 1169/1170), dug Schwaben, beziet e Lorsch
- Herri VI an Impalaeriezh Santel (1165 - 1197), impalaer german, roue Sikilia,
- dimezet da Constanza Iañ Sikilia (1154 - 1198), merc'h da Ruggero II, roue Sikilia, mamm d'an impalaer Friedrich II an Impalaeriezh Santel.
- Konrad (1167 - 1191), Friedrich VI von Schwaben, dug Schwaben
- Merc'h (Here/Du 1168 - fin 1184)
- Otto Iañ Bourgogn (1179 - 1200), kont palatin Bourgogn,
- dimezet da Marc'harid Bleaz († 1230), kontez Bourgogn, kontez Bleaz
- Agnès (* Here/Du 1168 pe 1174 ; † 8 a viz Here 1184), beziet en iliz-veur Spire.
- Conrad II de Souabe (1173 - 1196), dug Schwaben
- Sophie (* 1175 † ? ),
- dimezet da Guillaume, markiz Montferrato
- Wilhelm (war-dro Even/Gouhere 1176 - marvet en-bugelig), beziet e Lorsch
- Philipp Iañ Schwaben (* 1177 † 1208), dug Schwaben, roue Alamagn, roue ar Romaned,
- dimezet e 1197 da Mari Bizantion (1181 - 1208), merc'h d'an impalaer Isaac II Angelos.