Friederike Hannover ha Cumberland

Eus Wikipedia
Friederike von Hannover und Cumberland, e 1880

Friederike Hannover ha Cumberland, pe Friederike Sophie Marie Henriette Amelie Therese von Hannover und Cumberland (* 9 a viz Genver 1848 en Hannover; † 16 a viz Here 1926 en Biarritz) a oa ur briñsez eus Tiegezh Hannover. Merc'h e oa da Georg V (1819-1878), diwezhañ roue Hannover.Dimeziñ a reas d'ar Baron Alfons von Pawel-Rammingen (1843–1932), mab d'un den e karg e gouarnamant Dugelezh Saks-Coburg-Gotha. Goude an eured e vevas an daou bried e Bro-Saoz.