Mont d’an endalc’had

Frederig ar Gwiader

Eus Wikipedia

Frederig ar Gwiader, ganet d'ar 14 a viz Meurzh 1847 e Brasparzh, ha marvet d'ar 24 a viz Du 1926 e Kerfeunteun, zo ur skrivagner galleg eus Breizh. Skrivet en deus pezhioù c'hoari ha barzhonegoù.

Yaouankizoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab d'un noter e oa, ha ganet e oa e 1847 e Brasparzh. Ar brezhoneg e oa e yezh vamm. Studiañ a reas e skolaj Kemper, lec'h ma tremenas e vachelouriezh, ha goude e Kevrenn ar gwir Roazhon.