Mont d’an endalc’had

Francesc Cambó

Eus Wikipedia
Delwenn Francesc Cambó, e Barcelona

Francesc Cambó i Batlle (distaget [fɾənˈsɛsk kəmˈbo] e katalaneg ; 2 Gwengolo 1876 – 30 Ebrel 1947) a oa ur politiker mirour eus Katalonia ha saver ar strollad emrenour Lliga Regionalista. Ministr e voe e gouarnamant Spagn.

Ganet e voe Francesc Cambó e Verges, e komark Baix Empordà. Sevel a reas ar strollad Lliga Regionalista, ur gostezenn gatalan mirour, e 1901. Unan eus ar bolitikerien gentañ e voe o kinnig e vefe ur gouarnamant emren e Katalonia. Dont a reas a-benn da lakaat bodañ peder froviñs Katalonia da ober ur gumuniezh anvet Mancomunitat de Catalunya, hep nemeur a c'halloud avat. Kannad e voe e parlamant Spagn, meur a wech, hag anvet e voe da vinistr div wech, e 1918 hag e 1921.

En amzer-se e oa e gostezenn, al Lliga Regionalista, an hini brasañ e-touez ar strolladoù brogarour e Katalonia. E 1931, avat, ez eas ar maout gant ur gostezenn nevez, Esquerra Republicana de Catalunya, unan eus an tu-kleiz, ha hi eo a voe lakaet e penn gouarnamant ar Generalitat de Catalunya.

E-pad Brezel diabarzh Spagn e tostaas Cambó da vroadelourien Francisco Franco, dre m'en doa aon e vije trec'h ar Republikaned eus an tu-kleiz. Mont a reas d'an harlu avat ha tremen a reas ar peurrest eus e vuhez e Bro-C'hall, e Suis, er Stadoù Unanet hag en Arc'hantina evit echuiñ.

Mervel a reas e Buenos Aires e 1947. Degaset e voe e relegoù da Gatalonia e 1976 ha beziet e voe e bered Montjuïc, e Barcelona.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.